Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 8:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 An hini a furch ar c’halonoù a oar petra eo soñj ar Spered, rak ec’h erbed evit ar sent hervez Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Koulskoude an hini a vel bete fons ar c’halonou, a oar petra eo karantez ar Spered, pehini a bed hervez Doue evit ar zent.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:27
28 Referencias Cruzadas  

Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.


D'ar mestr-kaner; salm David. Va furchet ec'h eus ha va anavezet.


Dinerzhet ha brevet on penn-da-benn, yudal a ran e trubuilh va c'halon.


Mar hor bije ankounac'haet anv hon Doue, hag astennet hon daouarn etrezek un doue estren,


An AOTROU a varn ar pobloù. Va barn, AOTROU, hervez va reizhder hag hervez an eeunder a zo ennon.


Ar gleuzeur a zo evit an arc'hant hag ar forn evit an aour, met an AOTROU eo an hini a amprou ar c'halonoù.


Met AOTROU an armeoù a zo ur barner reizh a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Diskouez a ri din ar veñjañs a denni anezho, rak diskuliet em eus va c'haoz dit.


Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.


AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz.


Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc’h eus ezhomm a-raok ma c’houlennit digantañ.


Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.


Kement a c’houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d’an Tad er Mab.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac’h eus dibabet


Doue, hag a anavez ar c’halonoù, en deus roet testeni dezho en ur reiñ dezho ar Spered-Santel kenkoulz ha deomp-ni,


Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec’h erbed evidomp.


Karantez ar c’hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc’h,


rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.


Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos