Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 8:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Rag ar re a zo bet anavezet ganthan a‐ziagent, hen deuz ive ho merket a‐ziagent, evit beza henvel ouz imach he Vab, evit ma vije he‐man ar c’henta‐ganet e‐touez kalz a vreudeur;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:29
36 Referencias Cruzadas  

rak an AOTROU a anavez hent ar re reizh, met hent ar re zrouk a yelo da goll.


Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad, va Doue, ha roc'h va silvidigezh!


Moizez a lavaras d'an AOTROU: Sell, e lavarez din: Laka ar bobl-se da bignat! Ha ne'c'h eus ket roet da anavezout din an hini a dleez kas ganin. Koulskoude ec'h eus lavaret: Da anavezout a ran dre da anv ha kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Ober a rin ar pezh a lavarez, rak kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.


A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.


Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.


Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne’m eus hoc’h anavezet, en em dennit diouzhin, c’hwi hag en em ro d’an direizhder.


N’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.


hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.


Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.


Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.


Doue n’en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n’ouzoc’h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel?


Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.


evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,


Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neñvel.


prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,


Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.


Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.


Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,


ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.


Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.


hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer.


en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!


raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc’h,


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos