Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 da Dimoteus, va gwir vab er feiz. Gras, trugarez ha peoc’h a‐berz Doue hon Tad, ha Jesus‐Christ hon Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 1:2
18 Referencias Cruzadas  

d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist,


hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,


O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,


da Dimote, va mab karet-mat: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!


Te eta va mab, en em greñva er c’hras a zo e Jezuz-Krist.


da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!


ra vo ar re oadet poellek, dereat, diazez, yac’h er feiz, er garantez, er basianted,


Ar re holl a zo ganin a salud ac’hanout. Salud ar re a gar ac’hanomp er feiz. Ar c’hras ra vo ganeoc’h holl! Amen.


dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!


Ra vo ganeoc’h ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h, a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist, Mab an Tad, er wirionez hag er garantez!


N’eus ket evidon ur brasoc’h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez.


Ra gresko ennoc’h an drugarez, ar peoc’h hag ar garantez!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos