Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc’h abalamour ma’z int kredourien ha re garet-mat, ha m’en em lakaont d’ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 hag ar re ho deuz tud a feiz evit mistri, diwallint d’ho disprijout, var digarez ma’z int breudeur; mes ra zeuint d’ho zervicha gwelloc’h a ze, abalamour ma’z int tud a feiz, tud karet‐mad, hag a laka ho foan da ober vad dezhe. Desk an traou‐man dezhe, hag exhort anezhe d’ho miret.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 6:2
31 Referencias Cruzadas  

Hag e c'hoarvezo goude an traoù-se ma skuilhin va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud kozh o devo huñvreoù hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioù.


En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?


Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:


Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d’ar sent a zo en Efez ha d’ar feizidi e Krist Jezuz:


Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,


da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,


d’ar sent ha d’ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent,


Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Kemenn ha desk an traoù-se.


Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,


Te, lavar an traoù a zo hervez ar gelennadurezh vat,


Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c’halloud. Ra ne zisprizo den ac’hanout.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huñvreoù, a saotr o c’hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos