Bremañ ez out aet kuit abalamour ma c'hoantaes adkavout ti da dad, met perak ec'h eus laeret va doueoù?
Romaned 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak c’hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc’h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag c’hoant braz em euz d’ho kwelet, evit rei lod deoc’h euz a eun donezon spirituel‐benag, evit ma viot krenveet, |
Bremañ ez out aet kuit abalamour ma c'hoantaes adkavout ti da dad, met perak ec'h eus laeret va doueoù?
Hag ar roue David a baouezas da redek war-lerc'h Absalom, dre ma oa frealzet eus marv Amnon.
David a c'hoantaas un dra bennak o lavarout: Piv a raio din evañ dour eus ar puñs a zo ouzh dor Betlehem?
Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Goude ma voe c’hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.
P’en doe Paol lakaet e zaouarn warno, ar Spered-Santel a zeuas warno, hag e komzjont e yezhoù hag e profedjont.
da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc’h kenkoulz ha din-me.
Met bremañ, evel n’eus netra ken o terc’hel ac’hanon er vro-mañ ha ma em eus ur c’hoant bras d’ho kwelout abaoe meur a vloavezh,
en hevelep doare ma’z in d’ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez.
D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,
Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc’h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec’h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc’h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc’h eus degemeret, en gouzañvfec’h mat.
Pediñ a reont evidoc’h, o karout ac’hanoc’h kalz abalamour d’ar c’hras c’hwek en deus graet Doue deoc’h.
rak ur c’hoant bras en doa d’ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m’ho poa klevet e oa bet klañv.
Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.
hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,
N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.
Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.
Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.
Setu perak ne vankin ket da zegas deoc’h dalc’hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma’z oc’h kreñvaet er wirionez-se.