Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc’h kenkoulz ha din-me.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 da lavaret eo, evit, pa vezin en ho touez, ma en em gonzolimp assambles dre ar feiz a zo commun etrezomp holl, deoc’h kerkoulz ha d’in‐me.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:12
17 Referencias Cruzadas  

Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Rak c’hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc’h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet,


Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec’h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d’ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ.


ez in d’ho kavout pa’z in da Vro-Spagn. Evel-se em eus spi da welout ac’hanoc’h en ur dremen ha da vezañ ambrouget ganeoc’h en hent war-zu eno, goude ma em bo bet ar plijadur da vezañ un tammig ganeoc’h.


en hevelep doare ma’z in d’ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez.


Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc’h c’hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec’het ganeoc’h holl.


un Doue hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,


o kaout eñvor eus da zaeroù hag o c’hoantaat gwelout ac’hanout evit bezañ leuniet a levenez,


da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


En em laouenaet bras on o vezañ kavet meur a hini eus da vugale o kerzhout er wirionez, hervez ar gourc’hemenn hon eus resevet digant an Tad.


Re garet-mat, c’hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc’h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d’ar sent ur wech evit mat.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos