Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Filipiz 2:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 rak ur c’hoant bras en doa d’ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m’ho poa klevet e oa bet klañv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 rag eur c’hoant vraz hen doa d’ho kwelet holl, ha poan vraz a rea ganthan ho poa klevet e oa bet klanv.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 2:26
23 Referencias Cruzadas  

Hag ar roue David a baouezas da redek war-lerc'h Absalom, dre ma oa frealzet eus marv Amnon.


David, o welout an ael a skoe war ar bobl, a gomzas ouzh an AOTROU hag a lavaras: Setu, me am eus pec'het ha graet gwall-fall, met an deñved-mañ, petra o deus graet? Ra vo da zorn warnon, me az ped, ha war di va zad.


Mar lavaran: Fellout a ra din ankounac'haat va c'hlemm, dilezel va zristidigezh, adkavout kalon,


Te a anavez va dismegañs, va mezh, va c'hemmesk. Va holl enebourien a zo dirak da zaoulagad.


Bec'hiet eo an den gant ar glac'har a zo en e galon, met laouenaet eo gant ur gomz vat.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.


Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.


Rak c’hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc’h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet,


En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.


un dristidigezh vras am eus hag ur glac’har dalc’hus a zo em c’halon.


P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.


Pediñ a reont evidoc’h, o karout ac’hanoc’h kalz abalamour d’ar c’hras c’hwek en deus graet Doue deoc’h.


Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist.


Dre-se eo e c’houlennan diganeoc’h na gollot ket kalon abalamour d’ar poanioù a c’houzañvan evidoc’h, ar pezh a ra ho kloar.


Trugarekaat a ran va Doue bep gwech ma soñjan ennoc’h,


Rak Doue a zo test din pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist.


Kredet em eus e oa ret kas deoc’h Epafrodit, va breur, va c’henlabourer ha va c’henvrezeliad, an hini hoc’h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,


Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d’ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na’m bije ket tristidigezh war dristidigezh.


Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c’hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.


E kement-se en em laouenait, petra bennak ma’z oc’h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa’z eo ret e c’hoarvezfe kement-se,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos