Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Setu perak ne vankin ket da zegas deoc’h dalc’hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma’z oc’h kreñvaet er wirionez-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Setu perag, ne vankin ket da zigas da zonj deoc’h dalc’hmad euz an traou‐man, petra‐benag ma c’hanavezit anezhe, ha ma’z oc’h krenveet er wirionez pehini a zo ganeoc’h.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 1:12
20 Referencias Cruzadas  

Evel-se an Ilizoù a greñvae er feiz hag an niver anezho a greske a zeiz da zeiz.


A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc’h an hevelep traoù, hag evidoc’h kement-se eo ho surentez.


abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.


Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc’h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.


Krediñ a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mañ, derc’hel ac’hanoc’h dihun dre alioù,


Met preder am bo d’ober ar pezh a zo ret evit ma c’hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit.


Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,


Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.


N’em eus ket skrivet deoc’h dre ma n’anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma’c’h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.


abalamour d’ar wirionez a chom ennomp hag a vo ganeomp evit ar beurbadelezh:


Met c’hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Re garet-mat, c’hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc’h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d’ar sent ur wech evit mat.


Hogen e fell din degas da soñj deoc’h ar pezh a anavezit dija, penaos an Aotrou, o vezañ saveteet ar bobl eus bro Ejipt, a zistrujas goude-se ar re n’o doa ket kredet,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos