Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 15:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Gouzout a ran penaos pa’z in d’ho kavout, e teuin gant leunder bennozhioù Aviel Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Hogen, gouzoud a ran, pa zeuin d’ho kavoud, e teuin karget euz benedictionou Aviel ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 15:29
11 Referencias Cruzadas  

Reiñ a ri da anavezout din hent ar vuhez. Ul leunder a levenez a zo dirak da zremm, ha plijadurioù a zo ez tu dehou da viken.


Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.


Goude ma voe c’hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.


Met bremañ, evel n’eus netra ken o terc’hel ac’hanon er vro-mañ ha ma em eus ur c’hoant bras d’ho kwelout abaoe meur a vloavezh,


en hevelep doare ma’z in d’ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez.


Er fiziañs-se eo e c’hoantaen da gentañ mont d’ho kavout evit m’ho pije un eil gras,


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


betek ma vimp holl deuet d’an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc’hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos