Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 15:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Zoue evidon,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 Ho pidi a ran eta, breudeur, dre hon Aotrou Jesus‐Christ, ha dre garantez ar Spered, da gombati assambles ganen er pedennou a reot evidoun da Zoue;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 15:30
16 Referencias Cruzadas  

Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!


Sikouret omp ivez ganeoc’h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c’hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.


Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa’z on dinerzh, neuze ez on kreñv.


Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d’ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c’hig marvel,


Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel


Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic’hlac’har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,


hag en deus roet deomp da anavezout ho karantez er Spered.


Rak me a fell din e c’houezfec’h pegen bras eo ar stourm a c’houzañvan evidoc’h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n’o deus ket gwelet va dremm er c’hig,


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Breudeur, pedit evidomp.


A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhañ evel ma’z eo en ho touez,


Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos