E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar marv! Hag e dad a ouele dezhañ.
An deizioù a dremenas ha merc'h Shua gwreg Juda a varvas. Pa voe Juda frealzet, e pignas etrezek touzerien e zeñved da Dimna gant e vignon Hira an Adullamat.