Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Hogen, ra zeui an Doue a bep gras, pehini hen deuz hor galvet d’he c’hloar eternel en Jesus‐Christ, goude ma ho pezo gouzanvet eun neubeud, d’ho renta parfet, ferm, krenv ha stard en ho sa.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 5:10
39 Referencias Cruzadas  

Va ene a ouel gant ar glac'har. Va adsav hervez da gomz!


Ma kerzhan e-kreiz an enebiezh, e roez din ar vuhez en-dro. Astenn a rez da zorn a-enep kounnar va enebourien, ha da du dehou am dieub.


Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.


Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.


O nerzhañ a rin en AOTROU, hag e kerzhint en e anv, eme an AOTROU.


Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.


Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.


Ra zeuio Doue an esperañs d’ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc’h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c’halloud ar Spered-Santel.


Ra roio deoc’h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc’h hervez skouer Jezuz-Krist,


D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,


rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv,


en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?


Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc’hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc’h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh.


Doue a zo feal, drezañ oc’h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.


A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc’h, hag an Doue a garantez hag a beoc’h a vo ganeoc’h.


Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,


Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac’hanon.


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.


Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc’h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist.


ra frealzo ho kalonoù ha ra greñvaio ac’hanoc’h e pep ger mat hag e pep oberenn vat.


An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.


Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec’h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.


en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Met evel ma’z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc’h-unan santel en hoc’h holl gundu,


Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos