hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
Nehemia 13:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez. |
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
Ar roue a c'hourc'hemennas da Hilkija aberzhour-meur, da aberzhourien an eil renk, ha da ziwallerien an treuzoù, kas er-maez eus templ an AOTROU an holl draoù a oa bet graet evit Baal, evit Ashera, hag evit holl arme an neñvoù. Hag e tevas anezho er-maez eus Jeruzalem, e maezioù ar C'hedron, hag e kasas al ludu anezho da Vetel.
Hag an aberzhourien a lazhas anezho, hag e rejont un dic'haouadur gant o gwad war an aoter, evit ober dic'haou evit holl Israel. Rak ar roue en doa urzhiet al loskaberzh hag an aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel.
Neuze Ezekiaz a c'hourc'hemennas kinnig al loskaberzh war an aoter, ha d'an ampoent ma krogas al loskaberzh, e krogas ivez kanenn an AOTROU gant an trompilhoù ha gant binvioù David roue Israel.
Neuze ar roue Ezekiaz hag ar pennoù a lavaras d'al Levited meuliñ an AOTROU gant komzoù David hag Azaf ar gwelour. Hag e veuljont anezhañ gant kalz a levenez, hag e taoublegjont hag e stoujont.
Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada,
Hag an aberzhourien hag al Levited en em c'hlanaas, hag e c'hlanajont ivez an bobl, an dorojoù hag ar voger.
O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez gwirion e-keñver ti va Doue hag an traoù d'ober ennañ.
prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.
O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se.
Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.
Lakaat a ri da vervel ar re a lavar ar gaou; an AOTROU en deus euzh ouzh an den gwadsec'hedik ha faotus.
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.
Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.
Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.
Mir deiz ar sabad evit e santelaat, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue;