Nehemia 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Bez' e voe ur c'hlemm bras a-berzh ar bobl hag o gwragez a-enep o breudeur Yuzev. 2 Bez' e oa darn hag a lavare: Ni, hor mibien hag hor merc'hed a zo niverus, ra vo roet deomp ed evit debriñ ha bevañ. 3 Hag e oa darn all hag a lavare: Gouestlet hon eus hor parkeier, hor gwini hag hon tiez, evit kaout ed e-pad an naonegezh. 4 Hag e oa ivez darn all hag a lavare: Amprestet hon eus arc'hant evit tailhoù ar roue, war hor parkeier ha war hor gwini. 5 Ha koulskoude hor c'hig a zo evel kig hor breudeur, hag hor mibien evel o mibien. Ha setu e lakaomp hor mibien hag hor merc'hed da vezañ sklaved, ha dija darn eus hor merc'hed a zo sujet, hag ez omp dic'halloud, rak hor parkeier hag hor gwini a zo da dud all. 6 Pa glevis o c'hlemm hag ar c'homzoù-se, e voen kounnaret-meurbet. 7 Kemer a ris ar mennozh start da c'hourdrouz ar re vras hag ar renerien, hag e lavaris dezho: Prestañ a rit war gampi an eil d'egile! Hag e c'halvis a-enep dezho ur vodadeg vras. 8 Hag e lavaris dezho: Dasprenet hon eus, hervez hor galloud, hor breudeur Yuzev a oa bet gwerzhet d'ar broadoù, ha c'hwi a werzhfe hoc'h-unan ho preudeur? Ha deomp-ni e vefent gwerzhet? Hag e tavjont, ne ouezjont mui petra lavarout. 9 Hag e lavaris: Ar pezh a rit n'eo ket mat. Ha ne fell ket deoc'h kerzhout e doujañs hon Doue, kentoc'h eget bezañ dismegañset dre ar broadoù hon enebourien? 10 Me ivez, va breudeur ha va servijerien, hon eus prestet dezho arc'hant hag ed. Dilezomp, me ho ped, an dle-se. 11 Daskorit dezho hiziv, me ho ped, o farkeier, o gwini, o gwez-olivez hag o ziez, hag ivez ar c'hantvet eus an arc'hant, eus an ed, eus ar gwin hag eus an eoul a c'houlennit diganto evel kampi. 12 Hag e respontjont: Ni a zaskoro, ha ne c'houlennimp netra diganto, ober a raimp ar pezh a lavarez. Neuze e c'halvis an aberzhourien, evit ober dezho touiñ e raint hervez ar gomz-se. 13 Hag e hejis va dilhad, hag e lavaris: Ra hejo Doue evel-se eus e di hag eus e labour pep den na raio ket hervez ar gomz-se, ha ra vo evel-se hejet ha goullonderet. Hag ar vodadeg a-bezh a lavaras: Amen! Hag e veuljont an AOTROU. Hag ar bobl a reas hervez ar gomz-se. 14 Adalek an deiz ma voe gourc'hemennet din bezañ o gouarnour e bro Juda, adalek an ugentvet bloaz betek an eil bloaz ha tregont eus ar roue Artakserksez, e-pad daouzek vloaz, me ha va breudeur n'hon eus ket kemeret ar pezh a zo merket d'ar gouarnour. 15 Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue. 16 Ha lakaet em eus zoken va dorn e labour ar voger-mañ, ha n'hon eus prenet park ebet. Va holl servijerien a oa dastumet aze da labourat. 17 Hag ouzh va zaol e veze kant hanter-kant den, ar Yuzevien hag ar renerien, gant ouzhpenn ar re a zeue d'hor c'havout eus ar broadoù a oa en-dro deomp. 18 Ar pezh a veze fichet bemdez a oa: un ejen, c'hwec'h dañvad a-zibab, ha laboused; ha pep dek deiz e veze aozet a bep seurt gwin a-fonn. Ha gant kement-se ne'm eus ket goulennet ar pezh a zo merket d'ar gouarnour, rak al labour a veze pounner war ar bobl-se. 19 O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se. |