An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.
Ha setu un eil tra a rit: Goleiñ a rit a zaeroù aoter an AOTROU, a oueladegoù hag a huanadoù, e doare ma ne sell ken ouzh ar brofadenn, ha ne gemer ken plijadur er pezh a zeu eus ho taouarn.
An deiz war-lerc’h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec’h alias anezho da vezañ e peoc’h o lavarout: Tud, breudeur oc’h, perak en em wallgasit an eil egile?
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.