Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 38:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 38:3
40 Referencias Cruzadas  

Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.


Setu amañ lignez Noe: Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-keñver an AOTROU e-pad e holl zeizioù.


hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, a-grenn evel m'en doa graet David e dad.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c'hourc'hemennoù, da destenioù ha da lezennoù, evit seveniñ an holl draoù-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet.


Ar bobl a voe laouen gant ar profoù a-youl-vat-se, rak ober a raent a-greiz o c'halon o frofoù a-youl-vat d'an AOTROU . Hag ar roue David a voe laouen-kenañ ivez.


Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, met ne voe ket gant ur galon beurvat.


Evel ma pede Ezdra ha ma rae an anzav-se o ouelañ, stouet dirak ti Doue, un engroez bras, gwazed, maouezed ha bugale, en em zastumas davetañ, hag ar bobl a ouelas a-boullad.


Pa glevis ar c'homzoù-se, ec'h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,


O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez gwirion e-keñver ti va Doue hag an traoù d'ober ennañ.


Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.


prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.


O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se.


Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.


Bemdez ez on tamallet gant va enebourien, ha va heskinerien gounnaret a dou dre va anv.


Ra vo va c'halon eeun ez reolennoù, evit na vin ket mezhek!


Emañ an AOTROU dalc'hmat dirazon, pa'z emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.


Da vadelezh a zo dirak va daoulagad, hag e kerzhan en da wirionez.


Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!


Rak er marv n'eus soñj ebet ac'hanout. Piv a veulo ac'hanout e lec'h ar marv?


Va dremm a zo disc'hraet holl gant ar glac'har, disec'hañ a ra en abeg da'm holl enebourien.


Neuze Ezekiaz a droas e zremm ouzh ar voger hag a bedas an AOTROU,


Neuze e voe disklêriet komz an AOTROU ouzh Izaia, o lavarout:


Adalek kof e vamm e touellas e vreur, hag en e nerzh-gour e c'hourenas gant Doue.


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Ober a ri ar pezh a zo eeun ha mat dirak daoulagad an AOTROU, evit ma vi eürus ha ma'z i da berc'hennañ ar vro vat en deus touet an AOTROU da'z tadoù,


Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos