Hag e c'hourdrouzis ar pennoù o lavarout: Perak eo dilezet ti Doue? Hag e tastumis al Levited hag ar ganerien, hag o adlakais en o c'hargoù.
Nehemia 13:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e c'hourdrouzis pennoù Juda o lavarout: Pebezh droug a rit, o tisakrañ evel-se deiz ar sabad? |
Hag e c'hourdrouzis ar pennoù o lavarout: Perak eo dilezet ti Doue? Hag e tastumis al Levited hag ar ganerien, hag o adlakais en o c'hargoù.
Hag e kêr e oa Tiriz a zegase pesked hag a bep seurt marc’hadourezh, hag o gwerzhe d'ar sabad da vibien Juda e Jeruzalem.
Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.
Kemer a ris ar mennozh start da c'hourdrouz ar re vras hag ar renerien, hag e lavaris dezho: Prestañ a rit war gampi an eil d'egile! Hag e c'halvis a-enep dezho ur vodadeg vras.
Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!
Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.
Mont a rin etrezek ar re vras da gomz outo, rak int a anavez hent an AOTROU ha barnedigezh o Doue. Met int ivez o deus torret ar yev ha dispennet an ereoù!
Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.
Ne gasai ket da vreur en da galon. Tamall a ri da nesañ ha ne zougi ket ur pec’hed abalamour dezhañ.
Hag em eus lavaret: Selaouit, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel! Ha n'eo ket deoc'h da anavezout ar reizh?
Selaouit kement-mañ, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel, c'hwi hag a gasa ar reizhder, hag a laka da vezañ kamm ar pezh a zo eeun,