Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 13:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 13:18
30 Referencias Cruzadas  

Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.


Evel-se e harluas Jojakin da Vabilon, gant mamm ar roue, gwragez ar roue, hag e spazhidi. Hag e kasas d'an harlu eus Jeruzalem da Vabilon holl dud c'halloudek ar vro.


Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù.


E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.


N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en doa en em izelaet Manase e dad, rak eñ, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusañ.


Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.


an diarenn e lin fin, ar mintroù e lin fin evit o c'haerder, ar brageier e lin, lin fin plañsonet,


rak ar pinvidigezhioù ne badont ket da viken, hag ar gurunenn ne chom ket a oad da oad.


ar saltetoù, ar chadennigoù-treid, an talgenoù, ar boestoù c'hwez-vat, al lagadennoù-skouarn,


He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.


Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.


Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac'hanout ac'hane.


Da deurel a rin, te ha da vamm he deus da c'hanet, en ur vro all ma n'hoc'h eus ket bet ganet enni, hag eno e varvot.


goude ma voe aet kuit eus Jeruzalem ar roue Jekonia gant ar rouanez, ar spazhidi, priñsed Juda ha Jeruzalem, ar gilvizien hag an alc'hwezerien.


Kerkent ha ma klevjont ar c'homzoù-se, e voent spontet etrezo, hag e lavarjont da Varuk: A-dra-sur e lavarimp d'ar roue an holl gomzoù-se.


Merc'h Sion he deus kollet hec'h holl splannder. He fennoù a zo deuet da vezañ evel kirvi na gavont ket a beurvanoù. Hag ez eont kuit, dinerzh, dirak an hini a red war o lerc'h.


He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.


Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.


Kurunenn hor penn a zo kouezhet. Gwalleur deomp, rak pec'het hon eus.


ur walenn war da fri, bizeier ouzh da zivskouarn, ur gurunenn hollgaer war da benn.


Rak roue Babilon en em zalc'h e kroashent, e penn an daou hent, evit ober divinerezh. Hejañ a ra ar biroù, goulennata a ra an terafim, sellout a ra ouzh an avu.


Hirvoud er sioulded, na zoug ket ar c'hañv evel ma vez graet d'an ordinal d'ar re varv, stag da dulban warnout, laka da votoù ouzh da dreid, na guzh ket da varv, na zebr ket bara ar re all.


ho tulbanoù a vo war ho pennoù, ho potoù ouzh ho treid, ne zougot ket kañv, ne ouelot ket, met skoet e viot a langis en abeg d'ho tireizhder, hag e huanadot an eil gant egile.


Tulbanoù lin o devo war o fenn, ha brageier lin war o divgroazell; n'en em c'hourizint ket en abeg d'ar c'hwez.


Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.


Ar gomz-se a zeuas betek roue Ninive, a savas eus e dron, a lamas diwarnañ e vantell, en em c'holoas gant ur sac'h hag a azezas war al ludu.


Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.


En em izelait dirak an Aotrou hag ec’h uhelaio ac’hanoc’h.


En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac’hanoc’h pa vo an amzer,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos