Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.
An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.
Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.
Selaouit ar gomz-mañ en deus disklêriet an AOTROU a-enep deoc'h, mibien Israel, a-enep an holl diegezhioù am eus lakaet da bignat eus bro Ejipt o lavarout:
Ha n'oc'h ket evidon evel mibien Etiopia, c'hwi mibien Israel? eme an AOTROU. Ha ne'm eus ket ho lakaet da bignat eus bro Ejipt? hag ar Filistined eus Kaftor? hag ar Siriz eus Kir?
Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n’en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora.