Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.
Ha bremañ greomp un emglev gant hon Doue, da gas kuit an holl wragez-se hag ar re a zo ganet diouto, hervez kuzul an Aotrou hag ar re a gren da gomzoù hon Doue. Ra vo graet hervez al lezenn.
Darn eus ar pennoù tadoù a roas evit al labourioù. Ar gouarnour a roas d'an teñzor mil drakm aour, hanter-kant hanaf, pemp kant tregont toneg aberzhourien.
Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d'an holl bobl: An deiz-mañ a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gañvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoù al lezenn.