Nahum 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ. |
Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziañs ennañ.
Mibien Israel a voe mezhekaet en amzer-se, ha mibien Juda a zeuas da vezañ kreñv, dre m'o doa en em harpet war an AOTROU, Doue o zadoù.
Ezekiaz, ha ne vount ket ac'hanoc'h da vont d'ar marv, dre an naonegezh hag ar sec'hed, pa lavar: An AOTROU hon Doue a zieubo ac'hanomp diouzh dorn roue Asiria?
An AOTROU a gasas un ael a lazhas an holl vrezelourien galonek, ar pennoù hag an ofiserien a oa e kamp roue Asiria, en doare ma tistroas mezhek d'e vro. Hag ez eas da di e zoue, hag ar re a oa deuet eus e vouzelloù a lakaas anezhañ da gouezhañ eno dre ar c'hleze.
Gantañ emañ brec'h ar c'hig, met ganeomp emañ an AOTROU hon Doue, evit hor sikour hag evit brezeliñ en hor brezel. Hag ar bobl en em fizias war gomzoù Ezekiaz roue Juda.
Hag e raent ur c'han-ha-diskan, o veuliñ hag o trugarekaat an AOTROU evel-henn: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken evit Israel! Hag an holl bobl a laoske kriadennoù bras a levenez, o veuliñ an AOTROU dre ma veze diazezet ti an AOTROU.
Rak va c'huzhat a raio en e repu en deiz fall, va c'huzhat a raio e sekred e dabernakl. Sevel a raio ac'hanon war ur roc'h.
An AOTROU a sikour anezho hag o dieub, o dieubiñ a ra eus ar re zrouk hag e savete anezho, rak o deus lakaet o fiziañs ennañ.
Bez evidon ur roc'h a vodenn, e-lec’h ma c'hellin atav en em denn. Urzhiet ec'h eus ma vefen salvet, rak te eo va roc'h ha va c'hreñvlec'h.
Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.
rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.
Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.
Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Evel ar fiez mat-se, evel-se e tisheñvelain, evit o mad, harluidi Juda am eus kaset eus al lec'h-mañ da vro ar Galdeiz.
mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.
Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!
Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, hag e c'hourc'hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnañ, rak kredet en doa en e Zoue.
An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.
En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.
Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne’m eus hoc’h anavezet, en em dennit diouzhin, c’hwi hag en em ro d’an direizhder.
Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c’harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc’hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.