Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
hag ez eas da gavout Asa, hag e lavaras dezhañ: Asa hag holl Juda ha Benjamin, selaouit-me! An AOTROU a vez ganeoc'h pa vezit gantañ. Mar klaskit anezhañ, c'hwi en kavo; met mar dilezit anezhañ, eñ ho tilezo.
En holl oberennoù a reas evit servij ti Doue, hag evit al lezenn, hag evit ar gourc'hemennoù, e klaskas e Zoue hag e labouras a-greiz e galon, hag e reas berzh.
Rak mezh am bije bet o c'houlenn soudarded ha marc'hegerien evit hon difenn diouzh hon enebourien e-pad an hent, rak lavaret hor boa d'ar roue: Dorn hon Doue a zo war an holl re a glask anezhañ, met e nerzh hag e gounnar a zo a-enep an holl re a zilez anezhañ.
En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.
Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.
Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!
met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.
Biskoazh n'eus bet klevet, n'eo deuet d'ar skouarn, n'en deus gwelet al lagad, o Doue, ez eo bet graet hevelep traoù estregedout, evit ar re a zo en gortoz ac'hanout.
Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.
Setu perak, va gortozit, eme an AOTROU, d'an deiz ma savin evit an diwisk. Rak divizet em eus dastum ar broadoù, ha bodañ ar rouantelezhioù, evit skuilhañ warno va c'hounnar, holl dan va fulor, rak an douar holl a vo lonket dre dan va gwarizi.
Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.