Jeremiaz 24:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Evel ar fiez mat-se, evel-se e tisheñvelain, evit o mad, harluidi Juda am eus kaset eus al lec'h-mañ da vro ar Galdeiz.
ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, bodañ a rin ac'hanoc'h eus ar broioù e-lec'h ma hoc'h bet stlabezet, hag e roin deoc'h douar Israel.
En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.