Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c’harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc’hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Sell eta ouz ar vadelez hag ouz ar garventez a Zoue; he c’harventez e‐kenver ar re a zo kwezet, mes he vadelez en da genver‐te, mar kendalc’hez en he vadelez; anez, te ive a vezo diskolpet.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:22
33 Referencias Cruzadas  

Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc'h ha dismegañs!


Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.


Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.


Ha mar distro an hini reizh diwar e reizhder ha ma ra an droug, e lakain ur maen-kouezh dirazañ hag e varvo. Dre ma na'z po ket e gemennet, e varvo en e bec'hed ha ne vo ket meneget e zireizhder en doa graet, ha me a c'houlenno e wad eus da zorn.


Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.


Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c’hoazh muioc’h a frouezh.


Neuze Jezuz a lavaras d’ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc’hit em ger, emaoc’h e gwirionez va diskibien.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


rak ma n’en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


hag oc’h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc’h. Anez o pefe kredet en aner.


N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.


O vezañ ne c’hellen ket gortoz pelloc’h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n’en dije an tempter touellet ac’hanoc’h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.


Rak bevañ a reomp bremañ, peogwir e chomit start en Aotrou.


Dalc’homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.


Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos