Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù an neñvoù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ.
Nahum 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar menezioù a gren dirazañ, ar c'hrec'hiennoù a deuz. An douar a zo savet dirak e zremm, ar bed ha kement a zo ennañ. |
Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù an neñvoù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ.
em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.
Neuze an douar a voe brañsellet hag a grenas, diazezoù ar menezioù a fiñvas hag a voe brañsellet, dre ma oa droug ennañ.
Emañ Doue en he c'hreiz ha ne vo ket brañsellet. Doue a ro sikour dezhi adalek distro ar mintin.
Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.
Setu, emañ an AOTROU o vont da c'houlloiñ an douar ha d'e ziwiskañ, eilpennañ a raio e c'horre, hag e stlabezo an dud anezhañ.
An douar a horjell evel un den mezv, hag a horjell! Treuzkaset eo evel ul logell! Pouezañ a ra warnañ e bec'hed, kouezhañ a raio ha ne adsavo ket ken.
Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
Sellout a ran ouzh ar menezioù, ha setu e vrañsellont, hag an holl grec'hioù a zo hejet.
Pesked ar mor, laboused an neñvoù, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war c'horre an douar a greno dirazon. Ar menezioù a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioù a vo taolet d'an douar.
An douar a greno dirazo, an neñvoù a vo brañsellet, an heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.
An Aotrou AOTROU an armeoù a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kañv. Evel ur stêr e tic'hlann en e bezh hag e koazh, evel stêr an Ejipt.
Ar menezioù a deuz dindanañ, an traoniennoù a zigor, evel koar dirak an tan, evel doureier o redek en un dinaou.
Ar menezioù a wel ac'hanout hag a gren. Froudoù herrus en em daol d'an traoñ, an donder a laka e vouezh da dregerniñ, sevel a ra e zaouarn d'an nec'h.
Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec’h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,
Ha setu, e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.
An neñv en em dennas evel ul levr a roller, hag an holl venezioù hag an enezennoù a voe lamet diouzh o lec’hioù.
ar menezioù a gouezhas en o foull dirak an AOTROU, ar Sinai zoken dirak an AOTROU Doue Israel.