Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 4:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 4:7
38 Referencias Cruzadas  

Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.


ar menezioù a lammas evel tourzed, hag ar c'hrec'hiennoù evel oaned.


Ha c'hwi, menezioù, evit lammat evel tourzed? Ha c'hwi, krec'hiennoù, evel oaned?


Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn.


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.


Setu ma ran ur freuz lemm nevez-flamm evidout, gant bizied; mac'hañ a ri ar menezioù, o bruzunañ a ri, hag e lakai ar c'hrec'hioù da vezañ heñvel ouzh pell.


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.


Ar menezioù a deuz dindanañ, an traoniennoù a zigor, evel koar dirak an tan, evel doureier o redek en un dinaou.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.


Chom a ra a sav, hag e vuzuilh an douar; sellout a ra, hag e laka ar broadoù da grenañ. Ar menezioù peurbadus a zo bruzunet, ar c'hrec'hiennoù kozh-kenañ a zo izelaet. E hentoù a zo a-holl-viskoazh.


Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:


Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.


Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.


Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?


Ha n’hoc’h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn;


Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn?


pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec’hienn a vo izelaet, ar pezh a zo gwariet a vo eeunaet, an hentoù torgennek a vo kompezet,


Eñ eo ar maen a zo bet taolet kuit ganeoc’h-c’hwi ar saverien, hag a zo deuet da vezañ maen kentañ ar c’horn.


Hogen mar d-eo dre c’hras, n’eo mui dre an oberoù, anez ar c’hras ne vije mui ur c’hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n’eo mui ur c’hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.


o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;


Resev a reot eta an enor, c’hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn,


An holl inizi a dec’has hag ar menezioù ne voent kavet ken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos