Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 4:6
33 Referencias Cruzadas  

Jozef a respontas da Faraon, o lavarout: N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h.


Goude ar c'hren-douar e voe un tan, met an AOTROU ne oa ket en tan. Goude an tan e voe ur vouezh sioul ha skañv.


Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!


Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:


Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.


Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.


Ar roue n'eo ket saveteet dre e c'halloud bras, hag an den galloudek n'eo ket dieubet dre e nerzh bras.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol n'eo ket ar redadeg evit ar re skañv, nag ar stourm evit ar re greñv, nag ar bara evit ar re fur, nag ar pinvidigezhioù evit ar re boellek, nag ar c'hrad-vat evit ar re ouiziek, rak amzer ha chañs en em gav gant an holl.


Gwalleur d'ar vibien disent, eme an AOTROU, ar re a gemer kuzul met n'eo ket diganin, ar re a ra emglevioù met n'eo ket gant va Spered, evit daspugn pec'hed war bec'hed,


ken na vo skuilhet warnomp ar Spered eus an nec'h, ha ma vo troet ar gouelec'h en ul liorzh frouezhus, ha ma vo sellet al liorzh frouezhus evel ur goadeg.


Klaskit e levr an AOTROU ha lennit: Hini anezho ne vanko, nag an eil nag egile ne vo diank, rak e c'henoù eo en deus gourc'hemennet, e Spered eo a zastumo anezho.


Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.


Te a selle betek ma tistagas ur maen, hep sikour dorn ebet, hag a skoas gant an delwenn war he zreid en houarn hag e pri, hag o bruzunas.


Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.


D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:


Komz ouzh Zorobabel gouarnour Juda o lavarout: Brañsellat a rin an neñvoù hag an douar,


Komz dezhañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.


Ra lakaio an AOTROU, Doue ar speredoù a bep kig, war ar vodadenn, un den


kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue,


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.


Hag an holl engroez-mañ a ouezo na zieub ket an AOTROU dre ar c'hleze ha dre ar goaf, rak an emgann a zo d'an AOTROU , hag ho lakaat a raio etre hon daouarn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos