8 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:
Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!
Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.
Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.