Neuze ar Sheshbazar-mañ a zeuas hag a ziazezas ti Doue a zo e Jeruzalem. Adalek an amzer-se betek bremañ ec'h adsavomp anezhañ, ha n'eo ket echu c'hoazh.
Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon.
Taolit evezh eta, adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mañ m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh:
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.
Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.
Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.