Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 4:10
26 Referencias Cruzadas  

Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.


Da zeroù a vo bet nebeut a dra, met da ziwezh a vo bras-meurbet.


Eus e chomlec'h ec'h evesha holl dud a zo war an douar,


Daoulagad an AOTROU a zo en holl lec'hioù, eveshaat a ra ouzh ar re zrouk hag ouzh ar re vat.


met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.


evit ma viot bronnet ha m'o devo ho kwalc'h gant laezh he frealz, hag evit ma sunot ha m'o devo plijadur gant leunder he gloar.


Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.


Rak va daoulagad a zo war o holl hentoù; n'int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n'eo ket goloet a-zirak va daoulagad.


Ar bevien a yae hag a zeue gant neuz ar c'hurun.


Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.


Ha pa voe echu dezho da zebriñ geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?


Hag e lavaris: Aotrou AOTROU, paouez, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?


Piv a chom en ho touez eus ar re o deus gwelet an ti-mañ en e c'hloar kentañ? Ha penaos e welit anezhañ bremañ? Evel ma'z emañ, ha n'eo ket evel netra dirak ho taoulagad?


Rak setu diwar-benn ar maen am eus lakaet dirak Jozue: war ar maen-se hepken ez eus seizh lagad. Setu ez an da engravañ ar pezh a dle bezañ engravet warnañ, eme AOTROU an armeoù, hag e lamin en un devezh direizhder ar vro-mañ.


Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez’ en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.


Hag e welis ar seizh ael en em zalc’h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos