Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.
Mika 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Barn a raio etre pobloù niverus, hag e tivizo evit broadoù galloudus betek ar broioù pell; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel. |
Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.
En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.
dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.
Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.
Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.
Abalamour da-se ar pobloù galloudek a ro gloar dit, kêrioù ar broadoù nerzhus a zoujo ac'hanout,
Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.
Rak ar vroad hag ar rouantelezh na servijint ket ac'hanout a yelo da get, hag ar broadoù-se a vo gwastet en o fezh.
Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.
e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.
An AOTROU a yelo er-maez hag a stourmo a-enep ar broadoù-se, evel p’en deus stourmet da zeiz an emgann.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Dont a raio c'hoazh pobloù ha tud eus kalz a gêrioù.
Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.
abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.
Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.
Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.