Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 19:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Neuze e veliz an env digor, ha setu eur marc’h gwenn, hag an hini a oa var he gein, a oa galvet an hini fidel ha gwirion, pehini a varn hag a gombat gant justis.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:11
28 Referencias Cruzadas  

Hag an neñvoù a zisklêrio e reizhder, rak Doue e-unan eo a zeu da varn.  Ehan


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.


Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.


An AOTROU a zo ur brezelour. E anv eo an AOTROU .


Setu, ur roue a reno hervez ar reizhder, ha priñsed a c'houarno gant eeunder.


Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.


En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.


D'an tregontvet bloaz, d'ar pevare miz, d'ar pempvet eus ar miz, pa en em gaven e-touez ar re zalc'het tost da stêr Kebar, e tigoras an neñvoù hag e welis gweledigezhioù a-berzh Doue.


E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.


Hag e lavaras dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-vremañ e welot an neñv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.


Gwelout a ris al loen, rouaned an douar hag o armeoù dastumet evit ober ar brezel d’an hini a oa pignet war ar marc’h ha d’e arme.


Ar peurrest a voe lazhet gant ar c’hleze a zeue eus genoù an hini a oa pignet war ar marc’h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c’hig.


Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:


Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc’houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:


Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.


Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos