Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 2:4
26 Referencias Cruzadas  

Barn a raio e-touez ar broadoù, leuniañ a raio holl a gorfoù marv, bruzunañ a raio ar penn a ren war ur vro vras.


Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.


Deuit ha gwelit oberennoù an AOTROU, an distrujoù en deus graet war an douar.


Sav, o Doue, barn an douar! Rak an holl vroadoù az po da hêrezh.


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Oberenn ar reizhder a vo ar peoc'h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.


Va fobl a vo o chom en un annez peoc'hus, e tiez sur, e lec'hioù diskuizhus ha sioul.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.


Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.


Dimeziñ a rin ganit er fealded, hag ec'h anavezi an AOTROU.


Grit klezeier eus ho soc'hioù, ha goafioù eus ho filzier, ha ra lavaro an hini gwan: Me a zo kreñv.


Ra zihuno ar broadoù ha ra bignint da draonienn Jozafad, rak eno ec'h azezin evit barn an holl vroadoù a-ziwar-dro.


Barn a raio etre pobloù niverus, hag e tivizo evit broadoù galloudus betek ar broioù pell; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.


Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.


abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos