Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An AOTROU a yelo er-maez hag a stourmo a-enep ar broadoù-se, evel p’en deus stourmet da zeiz an emgann.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 14:3
22 Referencias Cruzadas  

hag e lavaras: C'hwi, holl Juda ha tud Jeruzalem, ha te roue Jozafad, bezit evezhiek! Evel-henn e komz an AOTROU deoc'h: N'ho pet ket aon ha na spontit ket dirak an engroez bras-se, rak ne vo ket deoc'h da vrezeliñ, met da Zoue.


Goude e sellis, e savis hag e lavaris d'ar re vras, d'ar renerien ha da nemorant ar bobl: N'ho pet ket aon razo, ho pet soñj eus an AOTROU, a zo bras ha spontus, ha stourmit evit ho preudeur, ho mibien, ho merc'hed, ho kwragez hag ho tiez.


Hag evel ma c'hoarvez en un huñvre pe en ur weledigezh noz, evel-se e vo eus an holl vroadoù niverus a vrezelo a-enep Ariel, eus ar re holl a grogo enni hag en he c'hreñvlec'h, eus ar re a stardo anezhi.


e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.


Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.


En deiz-se e c'hoarvezo ma klaskin distrujañ an holl vroadoù a zeuio a-enep Jeruzalem.


An AOTROU a zisparfoeltras anezho dirak Israel, a reas ul lazhadeg bras e-kichen Gabaon. Mont a reas war o lerc'h dre hent krav Bet-Horon, hag o filas betek Azeka ha Makkeda.


Ne voe deiz ebet evel hennezh, nag a-raok na goude, ma selaouas an AOTROU mouezh un den, rak an AOTROU a vrezelas evit Israel.


Jozue a gemeras en ur wech an holl rouaned-se hag o broioù, rak an AOTROU Doue Israel a vrezele evit Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos