Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Zakaria 14:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 14:4
16 Referencias Cruzadas  

David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.


Gloar an AOTROU a savas diwar greiz kêr hag en em zalc'has war ur menez a zo ouzh sav-heol kêr.


Pesked ar mor, laboused an neñvoù, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war c'horre an douar a greno dirazon. Ar menezioù a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioù a vo taolet d'an douar.


Ha setu, gloar Doue Israel a zeue eus tu ar sav-heol, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag an douar a lugerne gant e c'hloar.


Chom a ra a sav, hag e vuzuilh an douar; sellout a ra, hag e laka ar broadoù da grenañ. Ar menezioù peurbadus a zo bruzunet, ar c'hrec'hiennoù kozh-kenañ a zo izelaet. E hentoù a zo a-holl-viskoazh.


An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue.


Hennezh a vo un deiz dibar, anavezet gant an AOTROU. Ne vo na deiz na noz, met d'abardaez e vo sklêrijenn.


En deiz-se e c'hoarvezo ma vo doureier a vuhez o tont eus Jeruzalem, un hanter etrezek mor ar sav-heol, hag an hanter all etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vo evel-se en hañv hag er goañv.


Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!


Rak me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c’hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos