Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Dastum a rin an holl vroadoù a-enep Jeruzalem evit ober brezel dezhi, hag ar gêr a vo kemeret, an tiez a vo skrapet, ar gwragez a vo gwallet, un hanter eus kêr a yelo en harlu, met un nemorant eus ar bobl ne vo ket lamet eus kêr.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 14:2
30 Referencias Cruzadas  

O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


An hini a vano e Sion, an hini a vo chomet en nemorant eus Jeruzalem, a vo anvet santel, ar re holl eus Jeruzalem a zo bet enskrivet da vevañ,


Sevel a ra ur banniel etrezek ar broadoù pell, c'hwitellat a ra evit gervel anezho eus pennoù an douar, ha setu, buan ha prest e teuont.


Laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d'ar pezh emaon o krouiñ. Rak setu, emaon o krouiñ Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiñ an armoù brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioù a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gêr-mañ.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù:


An enebour en deus astennet e zorn war hec'h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da'z podadenn.


en abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, hag e rin va-unan va barnedigezhioù en da greiz, dirak daoulagad ar broadoù.


e tastumin an holl vroadoù, hag e rin dezho diskenn da draonienn Jozafad, hag eno ez in e barnedigezh ganto diwar-benn va fobl ha va hêrezh Israel o deus stlabezet e-touez ar broadoù, ha diwar-benn va bro o deus lodennet.


Embannit kement-mañ e-touez ar broadoù: Kempennit ar brezel, dihunit an dud kreñv, ra dostaio ha ra bigno an holl dud a vrezel!


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


Setu, ober a rin eus Jeruzalem un hanaf mezevellus evit an holl bobloù tro-dro, hag ivez evit Juda er seziz a-enep Jeruzalem.


En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep.


En deiz-se e c'hoarvezo ma klaskin distrujañ an holl vroadoù a zeuio a-enep Jeruzalem.


Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.


Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,


rak bez’ e vo en deizioù-se an hevelep glac’har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n’eus ket bet, ha ne vo biken.


En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos