1 Setu e teu un deiz evit an AOTROU, ha da ziwisk a vo lodennet ez kreiz.
Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.
Setu, deiz an AOTROU a zeu, deiz kriz, deiz a fulor hag a gounnar entanet, evit degas ar vro en glac'har, evit distrujañ ar bec'herien.
Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,
Sonit ar shofar e Sion, grit dezhañ tregerniñ war va menez santel, ra greno holl dud ar vro, rak devezh an AOTROU a zeu, tost emañ,
An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
Engroezioù eo, engroezioù e traonienn ar varn, rak deiz an AOTROU a zo tost e traonienn ar varn.
Chom peoc'h dirak an Aotrou AOTROU! Rak tost eo deiz an AOTROU, rak an AOTROU en deus aozet un aberzh, ha santelaet en deus e re bedet.
Juda ivez a stourmo e Jeruzalem, hag e vo dastumet pinvidigezhioù an holl vroadoù tro-dro, aour, arc'hant ha dilhad e niver gwall vras.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.
An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.
Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.