Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!
e tiniverin ac'hanoc'h evit ar c'hleze, hag en em blegot evit bezañ lazhet. Rak galvet em eus ha n'hoc'h eus ket respontet, komzet em eus ha n'hoc'h eus ket selaouet, graet hoc'h eus ar pezh a zo drouk dirak va daoulagad, dibabet hoc'h eus ar pezh a zisplij din.
Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.