Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoù AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Mika 4:4
25 Referencias Cruzadas  

Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.


Setu emaon e-sell da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evel m'en deus disklêriet an AOTROU da Zavid va zad o lavarout: Da vab, a lakain ez lec'h war da dron, a vo an hini a savo un ti da'm anv.


En em astenn a ri ez aes, den ne sponto ac'hanout, kalz a dud a raio al lez dit.


Ar menezioù hag an torgennoù a roio ar berzh d'ar bobl, dre an ober eus da reizhder.


Na'z pez ket aon rak ar spont buan, na rak distruj ar re zrouk pa en em gavo.


met ma ne fell ket deoc'h ha ma'z oc'h disent, e viot lonket gant ar c'hleze, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Kêrioù Aroer a zo dilezet, lakaet int d'al loened; diskuizhañ a reont enno ha den ne spont anezho.


En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, an tach lakaet en ul lec'h sur a vo tennet, lamet e vo kuit hag e kouezho, hag ar samm a zouge a vo distrujet, rak an AOTROU en deus komzet.


AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.


Oberenn ar reizhder a vo ar peoc'h, ha frouezh ar reizhder a vo an diskuizh hag ar surentez da viken.


Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,


gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhañ, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.


neuze e kavi plijadurioù en AOTROU, me a lakaio ac'hanout da varc'hegañ dreist lec'hioù uhel an douar, hag e vagin ac'hanout gant hêrezh Jakob da dad, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.


Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.


Ne vint ken preizh ar broadoù, loened an douar n'o debrint ken, hag e vint o chom e surentez, hep ma vefe den d'o spontañ.


Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,


goude m'o devo douget o dismegañs hag an holl bec'hedoù o deus pec'het drezo em c'heñver, pa oant o chom e surentez en o bro hep den ebet d'o spontañ.


me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro;


Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.


Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.


En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, en em c'halvot an eil egile dindan ar winienn ha dindan ar wezenn-fiez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos