Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 2:18
27 Referencias Cruzadas  

C’hoarzhin a ri e-pad an distruj hag an naonegezh, ha ne'z po ket aon rak loened an douar.


Rak ez po un emglev gant mein ar parkeier, ha loened ar parkeier a vo e peoc'h ganit.


loened hag holl chatal, loened-stlej ha laboused askellek,


Va lakaat a ra da ziskuizhañ war beuriñ glas, va c'has a ra a-hed an doureier sioul.


Deuit ha gwelit oberennoù an AOTROU, an distrujoù en deus graet war an douar.


An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.


En deiz-se e vo kanet ar c'hantik-mañ e bro Juda: Ur gêr greñv hon eus, ar silvidigezh a vo lakaet enni evit moger-difenn hag evit ramparzh.


Va fobl a vo o chom en un annez peoc'hus, e tiez sur, e lec'hioù diskuizhus ha sioul.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.


En deizioù-se e vo salvet Juda, ha Jeruzalem a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.


Te eta, mab an den, ro da brofediezh ouzh Gog ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Gog, priñs Rosh, Meshek ha Tubal.


E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.


An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, en em c'halvot an eil egile dindan ar winienn ha dindan ar wezenn-fiez.


Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos