Mika 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue! |
Jeremiaz a reas ur werz war Jozia, hag an holl ganerien hag an holl ganerezed o deus komzet eus Jozia en o gwerzioù betek hiziv, ha graet o deus a gement-se ur reolenn en Israel. Ha setu, an traoù-se a zo skrivet er gwerzioù.
e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?
An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.
Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,
Mard an d'ar parkeier, setu tud toullet gant ar c'hleze, mar deuan e kêr, setu tud o vervel gant an naon. Ar profed zoken hag an aberzhour a red dre ar vro, hep anavezout da belec'h ez eont.
Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!
O ziez a dremeno da reoù all, gant ar parkeier hag ar gwragez, rak astenn a rin va dorn war dud ar vro, eme an AOTROU.
Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.
War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.
O stlabezañ a rin e-touez ar broadoù n'o deus ket anavezet, nag int nag o zadoù, hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.
Setu, an holl re a ra gant krennlavarioù, a raio gant ar c'hrennlavar-mañ war da gont: Merc'h he mamm eo!
Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.
En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.
En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.
Savit ha kerzhit! Rak n'emañ ket amañ lec'h ho tiskuizh, en abeg d'an hudurnez, an distruj a ziskaro, un distruj rust.
An holl re-se, ha ne lavarint ket flemmadoù diwar e benn, ha ne zroukc'hoapaint ket anezhañ? Lavaret e vo: Gwalleur d'an hini a zastum ar pezh n'eo ket dezhañ! Betek pegeit...? Piv a samm warnañ bec'h e zleoù?
Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Sav Balag, ha selaou! Ro da skouarn din, mab Zippor!
Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Balag roue Moab en deus va lakaet da zont eus Aram, eus menezioù ar sav-heol. Deus, millig din Jakob! Deus, kemer droug ouzh Israel!
Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,
Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,
Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
hag e tastorni e-kreiz an deiz evel ma tastorn an dall en deñvalijenn, ne ri ket berzh ez hentoù, heskinet ha dibourc'het e vi bepred, ha ne vo den ebet da zieubiñ ac'hanout.