Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 24:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 24:3
16 Referencias Cruzadas  

evit ma vefe sevenet komz an AOTROU lavaret dre c'henoù Jeremiaz, betek ma voe laouenaet an douar en e zeizioù Sabad. Holl amzer e c'hlac'har a voe un diskuizh sabad dezhañ, evit leuniañ an dek vloaz ha tri-ugent.


ha niver bras gwaregerien nerzhus, mibien Kedar, a vo degaset da un nemorant dinerzh, rak an AOTROU Doue Israel en deus komzet.


En deiz-se, eme AOTROU an armeoù, an tach lakaet en ul lec'h sur a vo tennet, lamet e vo kuit hag e kouezho, hag ar samm a zouge a vo distrujet, rak an AOTROU en deus komzet.


Setu, emañ an AOTROU o vont da c'houlloiñ an douar ha d'e ziwiskañ, eilpennañ a raio e c'horre, hag e stlabezo an dud anezhañ.


Hag e vo gant an aberzhour evel gant ar bobl, gant ar mestr evel gant ar servijer, gant ar vestrez evel gant ar vatezh, gant ar gwerzher evel gant ar prener, gant ar prester evel gant an amprester, gant ar c'hredour evel gant an dleour.


An douar a zo e kañv ha faezh, ar bed a zo mantret ha faezh, pobloù brasañ an douar a zo mantret.


Ha setu ur bobl preizhataet ha diwisket; emaint holl chadennet e toulloù, kuzhet e toulloù-bac'h; deuet int da vezañ ur preizh ha nikun na zieub anezho, un diwisk ha den na lavar: Daskor!


degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.


Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,


Selaouit, roit ho skouarn, na fougeit ket, rak an AOTROU en deus komzet.


en abeg da-se, menezioù Israel, selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hioù, d'ar froudoù ha d'an traoniennoù, d'al lec'hioù distrujet ha digenvez, d'ar c'hêrioù dilezet a zo bet roet d'ar preizh ha d'ar goapaerezh d'ar broadoù tro-dro,


En deiz-se e raint ur c'hrennlavar diwar ho penn, hag e huanadint gant ur garm truezus o lavarout: Graet eo! Distrujet omp holl! Kemmet en deus lodenn va fobl! Penaos e kemero anezhi diouzhin? Lodennet en deus hor parkeier da dud dizoue!


Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoù AOTROU an armeoù.


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


An AOTROU en deus tennet anezho eus o douar, gant kounnar, fulor ha brouez bras, hag en deus o zaolet en ur vro all, evel ma weler hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos