Joel 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Joel mab Petuel. 2 Selaouit kement-mañ, henaourien! Roit ho skouarn, c'hwi holl dud ar vro! Ha c'hoarvezet ez eus un dra bennak heñvel en ho teizioù pe e deizioù ho tadoù? 3 Danevellit kement-se d'ho mibien, hag ho mibien d'o mibien, hag o mibien d'ar rummad war-lerc'h. 4 Ar c'hilhog-raden en deus debret nemorant ar c'hwil-derv, ar viskoulenn he deus debret nemorant ar c'hilhog-raden, ar preñvig en deus debret nemorant ar viskoulenn. 5 Dihunit, mezvierien, ha gouelit! Ha c'hwi holl, everien gwin, garmit en abeg d'ar gwin nevez, rak lamet eo eus ho kenoù. 6 Rak ur vroad galloudus ha diniver a zo pignet a-enep va bro. He dent a zo evel re ul leon, hag he deus javedoù evel ul leonez. 7 Lakaet he deus va gwinienn da vezañ ur glac'har, ha va fiezenn ur wasterezh. O diskaret ha diwisket he deus, ar skourroù a zo deuet gwenn. 8 Hirvoud evel ur werc'hez gourizet gant ur sac'h abalamour da bried he yaouankiz. 9 An donezon hag an evadkinnig a zo lamet eus ti an AOTROU, an aberzhourien, servijerien an AOTROU, a zo e kañv. 10 Ar parkeier a zo gwastet, an douar a zo e kañv, rak ar gwinizh a zo gwastet, ar gwin a zo aet da hesk, hag ez eus diouer a eoul. 11 Labourerien-douar, bezit mezhek; gwinierien, garmit en abeg d'ar gwinizh ha d'an heiz: rak kollet eo eost ar parkeier. 12 Ar winienn a zo disec'het, ar fiezenn a zo klañv, ar c'hreunavalenn, ar balmezenn, an avalenn, holl wez ar parkeier a zo disec'het. Al levenez a zo ehanet e-touez mibien an dud. 13 En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue. 14 Santelait ur yun, galvit ur vodadeg veur, dastumit an henaourien hag holl dud ar vro e ti an AOTROU ho Toue, hag huchit etrezek an AOTROU: 15 Siwazh! Pebezh devezh! Rak devezh an AOTROU a zo tost, dont a ra evel ur freuz a-berzh an Holl-C'halloudeg. 16 Ar boued, ha n'eo ket lamet kuit a-zindan hon daoulagad, hag ar joa hag al levenez eus ti hon Doue? 17 Ar greun a zo breinet dindan o moudennoù, ar solieroù a zo gwastet, ar grañjoù a zo distrujet, an ed a zo kollet. 18 Pegement e huanad al loened! An tropelloù ejened a zo mantret, dre ma n'o deus ket a beurvan. An tropelloù deñved zoken a zo brevet. 19 AOTROU, krial a ran war-zu ennout! An tan en deus devet peurvanoù ar gouelec'h, hag ar flamm en deus lonket holl wez ar parkeier. 20 Loened ar parkeier a gri ivez war-zu ennout, rak ar gwazhioù-dour a zo disec'het, hag an tan en deus devet peurvanoù ar gouelec'h. |