Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
An AOTROU a zigoras daoulagad Balaam, ha Balaam a welas ael an AOTROU en em zalc'he war an hent, e gleze dic'houinet en e zorn. Hag e soublas hag e stouas war e zremm.
Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Balag roue Moab en deus va lakaet da zont eus Aram, eus menezioù ar sav-heol. Deus, millig din Jakob! Deus, kemer droug ouzh Israel!
diougan an hini a glev gerioù Doue, an hini a anavez skiant an Uhel-Meurbet, an hini a wel gweledigezh an Holl-C'halloudeg, an hini a stou hag a zigor e zaoulagad.