An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get.
Mazhev 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha bugalé er ranteleah e vou taulet én tihoeldæt: inou é vou dareu ha tarhereah dènt. |
An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get.
va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.
Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi.
hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez.
C’hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez.
a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,
Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic’houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.
Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,
gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.
Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deñvalijenn, rak an den ne greñvaio ket gant e nerzh e-unan.