Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic’houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ar re‐ze a zo feunteuniou hep dour, koumoulennou taolet ha distaolet gant an avel‐dro; hag an devalijen euz an noz a zo reservet evithe e‐pad an eternite.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 2:17
11 Referencias Cruzadas  

Ar re vras en o zouez a gas ar re vihan da gerc'hat dour; mont a reont d'ar puñsoù-glav ha ne gavont ket a zour. Neuze e tistroont gant o listri goullo, mezhek ha pinous, goleiñ a reont o fenn.


Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.


Neuze ar roue a lavaras d’ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d’e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


N’hoc’h eus ket tostaet ouzh ur menez a c’helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos