Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Rag en eur lavaret komzou c’houezet gant ar vanite, e klaskont tapoud dre wall‐ioulou ar c’hig hag al lubricite, tud hag ho doa en gwirionez tec’het diouz ar re a vev en diroll;

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 2:18
22 Referencias Cruzadas  

Neuze e tistroas gantañ, hag e tebras bara hag ec'h evas dour en e di.


Daeet hoc'h eus ac'hanon gant ho kenoù, ha liesaet hoc'h eus ho komzoù a-enep din, ha klevet em eus.


Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.


Bez’ e oa diagent er gêr-se un den anvet Simon a rae sorserezh hag a souezhe pobl Samaria, oc’h en em ober tremen evit un den bras.


Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.


Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg.


Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.


O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.


Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho.


Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.


ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se,


Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


Gwelout a ris o sevel eus an douar ul loen all, a oa dezhañ daou gorn heñvel ouzh re un oan hag a gomze evel un aerouant.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos