Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 o prometi dezhe al liberte, petra‐benag ma’z int ho‐unan esclav d’ar gorruption; rag dond a rer da veza esclav d’an hini gant pehini e vezer bet trec’het.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 2:19
14 Referencias Cruzadas  

Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.


En abeg d'ar brofeded eo rannet va c'halon em c'hreiz, hag e kren va holl eskern. Bez' ez on evel un den mezv, evel un den trec'het gant ar gwin, en abeg d'an AOTROU hag en abeg da gomzoù e santelezh.


An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo an darouedenn astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan; al lorgnez eo.


Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini en em ro d’ar pec’hed a zo sklavour d’ar pec’hed.


An den dalc’het gant an drouk-spered en em daolas warno hag, o vezañ o mestroniet, a wallgasas anezho kement ma tec’hjont diouzh an ti en noazh ha gouliet.


Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n’en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


ha ma’z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc’h anezho ereet ha dindan e volontez.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.


Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.


Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos