Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Pêr 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Goude bezañ tec’het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d’en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec’het, o stad diwezhañ a vo gwashoc’h eget an hini kentañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus‐Christ, d’en em luya enhe anevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud‐se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.

Ver Capítulo Copiar




2 Pêr 2:20
20 Referencias Cruzadas  

Pa em bo lavaret d'an den reizh: Bevañ a ri a-dra-sur! Hag hemañ, o fiziout en e reizhder, a ra direizhder, ne vo ken soñj eus oberennoù e reizhder, met en abeg d'e zireizhder en devo graet, e varvo.


An aberzhour a sello outañ. Mar kav dezhañ eo donoc’h an tarch eget ar c’hroc’hen ha mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo, o tispuilhañ en danijenn.


An aberzhour a sello ouzh ar gouli goude ma vo bet gwalc’het. Ma n’eo ket kemmet stumm ar gouli ha ma n’eo ket astennet ar gouli, an dra a zo dic’hlan, devet e vo en tan. Krignet eo bet war an tu mat pe war an tu gin.


Mar deu ar gouli adarre ha mar dispuilh en ti goude ma oa bet tennet ar vein, goude ma oa bet raklet an ti ha goude ma oa bet induet,


Gwelout a reas Amalek, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: E-touez ar broadoù Amalaek eo an hini gentañ, met en dazont ez aio da goll.


Ma vijent fur, e komprenjent kement-mañ, hag e soñjjent er pezh a c'hoarvezo ganto d'an diwezh.


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Den ebet oc’h ober ar brezel n’en em laka e poan eus traoù ar vuhez, evit plijout d’an hini en deus enrollet anezhañ,


Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.


hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.


Ra vo kresket ar c’hras hag ar peoc’h ennoc’h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!


E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.


Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.


Rak ma en em gav an traoù-se ennoc’h ha mar fonnont, ne lezint ac’hanoc’h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos