Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 25:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 Taolit eta ar servicher didalvoudec‐se en devalijen a ziaveaz; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

30 Ha taulet er méhuel didalvé‐ré én tihoéldæd a zianvés: Ino e vou clemmeu hirvoudus ha tarhereah‐dént.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 25:30
19 Referencias Cruzadas  

An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get.


hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Neuze ar roue a lavaras d’ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d’e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.


C’hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N’eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac’het gant treid an dud.


met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez.


Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.


Ra zesko hor re ivez d’ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.


Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic’houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos